Klasoù an hentenn divyezhek


Setu al liamm evit mont da wellet lec'hienn internet "Deskiñ e Brezhoneg" ha kavout keleier diwar-benn an hentadoù divyezhek.

Voici le lien pour aller voir le site "Apprendre en Breton" et trouver de nombreuses informations sur les filières bilingues.


Abadennoù sonerezh (2019-2020)

D'ar meurzh, d'enderv, ober a reomp sonerezh gant Christian. Dizoloiñ a reomp ar benvegoù sonerezh ha kaniñ a reomp asambles.

Le mardi après-midi, nous faisons de la musique avec Christian. Nous découvrons les instruments de musique et nous chantons.



Gweladenn ekomirdi Sant-Degan (2018-2019)

D'ar Meurzh 28 a viz Mae, ar re vras, CP ha CE1 zo aet da weladenniñ ekomirdi Sant-Degan e Brec'h. Dizoloet o deus al lec'h da vintin ha c'hoariet o deus c'hoarioù breizhat. D'enderv, ar re vras o deus fardet amanenn hag ar re CP-CE1 o deus kemeret perzh en ur c'hoari klask ar roudenn gant goulennoù war ar mirdi.

Le mardi 28 mai, les GS, CP et les CE1 ont visité l'écomusée de Saint-Dégan à Brech. Ils ont découvert le lieu le matin et ils ont joué à des jeux bretons. L'après-midi, les GS ont préparé du beurre et les CP-CE1 ont participé à un jeu de piste avec des questions sur le musée.


Kan ar bobl 2019

D'ar Sadorn 2 a viz Meurzh, ar re CP ha CE1 o deus kemeret perzh er C'han ar Bobl en Asphodèle e Kistreberzh. Kanet o deus "Son ar pemoc'h" gant kalz plijadur ha startijenn !

Le samedi 2 mars, les CP et les CE1 ont participé au Kan ar Bobl à l'Asphodèle à Questembert. Ils ont chanté "Son ar pemoc'h" avec beaucoup de plaisir et d'énergie !